Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/166

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 158 —

ne zavit ket ac’hanomp enn henoriou. » Ar C’hardinal a gavaz mad komz ar Zant, ha ne lavaraz ger ebed ken divar benn an dra-man.

Ha penaoz rei da zibri, epad an amzer-ze, da dremen pemp mil den, e kouent Stez-Mari? Na it ket d’en em jala, da veza nec’hed. Daoust ha Doue en euz jamez dilezet he graouadurien? Euz a gear Asiz, euz a Berouz, euz a Spolet, euz a Foligno hag euz ar c’herriou all a dro-var-dro, ec’h en em gave aluzennou ha boued avoalac’h evit an oll. Eskibien, Beleien, Noblanz, re bin vidik, oll ec’h en em glevent evit miret ouc’h ar Breudenr-bian da jomm enn dienez. Ar c’hardinal Ugolini en d’oa eur blujadur vraz o tiskouez, d’ar re a zigase ho aluzenn, penaoz ha pe gel laouen e veve bugale Fransez azindan ho zeltennou. Ar guel euz an traou-ze a bikaz meur a hini. Setu perak, pa oue achu ar Chabistr, e oue ouc’hpenn pemp kant den o c’houlenn digant ar Zant dont da veva ervez he reolenn.

Evel em euz her lavaret d’eoc’h, er Chabistr e tliet komz euz a gement tra a zelle ouc’h an Urz. Mad, beza e oa Breu-