Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/165

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 157 —

euz an eneou o doa gounezet da Zoue er broiou m’oant bet kaset, hag euz ar pez o doa c’hoant da ober enn amzer da zont. Ar c’hardinal Ugolini a ioa deuet da Zantez-Mari evit beza, evel mestr, e penn ar Chabistr. Eno e c’heller, en hano an Iliz, gourc’hemenn ar pez a gafche mad, ha miret ober ar pez a gafche fall. Mont a rea euz an eil teiltenn d’eben, hag e chomme sebezet o velet kement all a dud o veva var an douar noaz, a zindan ho zeltennou evel pa vichent bet enn ho c’houent. Ia, ker sebezet e oue, ma ne oue ket evit miret da lavaret : « E guirionez, aman eman ti an A. Doue, aman « eman he zoudarded. »

O velet kement all a dud santel, ar c’hardinal Ugolini a zonjaz henvel lod anez-ho da Eskibien. « Oh ! nann, Aoutrou, eme Fransez enn hor penn emaoc’h evit guir : evelato, me ho ped, na it ket da ober-se. Ni n’hon euz da ober nemed prezek euz ar gador-zermoun, difenn hor Mamm Zantel an Iliz hag he lezennou, hag harpa ouc’h he enebourien. Breudeur-bian omp galvet, lezit ac’hanomp en hor renk izel,