Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/164

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 156 —

met unan bennag er gear da ziouall an ti.

Eun dudi oa ho c’hlevet o tont gand an hent, avechou a hiniennou, avechou a vandennou, oll o pedi Doue, ep lavaret ger an eil ouc’h egile. Trei a reant avechou divar ho hent evit mont da zermoun enn eur barrez bennag, mez ne ankounac’heant ket e tlient en em gaout e kouent Stez-Mari enn dervez merket dez-ho. Oll, koz ha iaouank, oant diarc’henn, ar memez sae enn ho c’herc’henn : N’oa ket unan ha n’en divije ket stumm eur paour.

Kouent Stez-Mari, el leac’h m’edo o chomm, nao bloaz araok, Fransez gand he zaouzek diskib, n’oa ket, anat eo rei lojeiz da gement all a dud. Abalamour da-ze, pep bandenn, dre m’en em gave, a zave he zeltenn e kichenn hag a renk gand ar re a veze savet araok. Eno, enn teltennou-ze e kouskent enn noz var torchennou blansounet gand brouan pe gand kolo. Setu perak e oue roet, d’an eil Chabistr-man, an hano a Jabistr an torchennou. En em zastum a reant a vandennou, tri ugent pe gant e pep bandenn, evit komz euz an Env, euz ho zilvidigez,