derc’hell atao enn hon touez d’ar baourentez, mean-fount hon Urz. » O klevet ar c’homzou-ze Hon T. S. a oue karget he galoun a levenez. Rei a reaz evit patroum d’ar Breudeur-bian ar c’hardinal Ugolini, den a renk huel ha desket var an oll skianchou. Deuet da veza Pap, a zindan an hano a C’hregor IX, en deuz disklerriet eo Fransez eur Zant hag e tle beza henoret evel sant gand an Iliz, e pep bro euz ar bed, evel m’her guelimp divezatoc’h.
Goude beza lakeat he Vreudeur hag he Urz, evel pa lavarfenn deoc’h a zindan diouaskell an Iliz, Fransez a falvezaz dez-han gervel da zont d’he gaout, da gouent Stez-Mari-ar Porsionkul, an darn vuia euz he Vreudeur a ioa breman e pep korn euz ar vro. An deiz d’en em gaout a ioa merket d’ar 26 a viz mae, deiz gouel ar Pantekost, euz ar bloaz 1219. Lavaret d’eoc’h pegement a dud a en em gavaz eno evit an deiz merket, ne ket eaz. N’her c’hredot ket marteze. Koulskoude ec’h en em gavaz e kouent Stez-Mari tremen pemp mil Breur euz a Urz St Fransez, hag evelato, e pep kouent oa chom-