Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/162

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 154 —

eur gomz bennag ; n’e ket abalamour dez-han he unan oa, avad, mez abalamour da vad ha da henor he Urz. Hag e guirionez, ober a reaz raktal eur zermoun ker skiantek, ker brao, ker santel ma c’hounezaz kalounou an oll, ha m’oue guelet meur a hini o skuilla daelou puill enn Iliz.

Ar pap Honoriuz III a oue gounezet evel ar re all. Lavaret a reaz da Fransez mont d’he gaout da ober he c’houlenn. Ar Zant a ieaz hag a lavaraz : « Tad Santel, me n’ounn nemed eun denik paour ha dister : evelato e kredan dont d’ho kaout ha da ober d’eoc’h eur goulenn. Kement tra a zell ouc’h an Iliz hag ar relijion a zo d’eoc’h da ziluia. Gouzout a ran oc’heuz betek re a labour gand an traou-ze. Abalamour da-ze, e pedan ac’hanoc’h da lakaat, enn ho leac’h, e penn Urz ar Breudeur-bian am euz diazezet, unan euz ho Kardinaled evit beza hor patroum e Roum. Hennez, enn hoc’h hano, a hentcho ac’hanomp evit ma chommimp atao, a spered hag a galoun, unanet gand hor Mamm Zantel an Iliz. Hennez a lakaio