Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/161

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 153 —

Roum, peger brao ha gand pegement a nerz e prezege Fransez, a falvezaz, d’ez-han her lakaat da ober eur zermoun diraz-ho. Fransez a c’hinaz : Lavaret a rea n’oa boazet da brezek nemed da dud divar ar meaz, ha n’oa ket evit ober eur zermoun da blijout da dud ker skiantek. Mez ar c’hardinal Ugolini a zalc’haz mad, hag ar Zant a rankaz plega: Fransez el em lakeaz da studia ha da labourat he zermoun guella ma c’helle. Deuet an deiz, e savaz er gador. Mez, o velet dira-z’han ar Pap, eur vandenn Kardinaled ha kement all a dud a renk huel, e oue dallet; he evor a ieaz kuit, ankounac’haat a reaz kement en d’oa desket, ne c’hellaz lavaret ger, chomm a reaz mud… Diskenn a reaz euz ar gador evit dont d’en em strinka da dreid ar Pap, ha da c’houlenn pardoun digant-han ha digant ar Gardinaled da veza bet divez avoalac’h evit sevel er gador dirak tud ker skiantek, en, ha n’en doa tamm deskadurez, en, denik a netra hag hanter ziskiant. Goudeze, o kinnig da Zoue ar vez her goloe, e c’houlennaz digant ar Speret-Santel eun tammik sklerijenn evit gellout lavaret

9*