Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/160

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 152 —

euz ar pez en d’oa guelet, hag euz ar pez en d’oa diskuliet Doue dez-han divar benn an dra-ze. « Mont a rign da Roum, emez-han dez-ho. Goulenn a rign eur C’hardinal evit heza e penn hon Urz, rak Iliz Roum eo mamm an oll Ilizou, mamm an oll Urzou. Harpet out-hi e chommimp enn hor za; ne z’aimp nag a gleiz nag a zeou. Bale a raimp ervez hor reolenn diazezet varar baourentez. Ma teufe unan bennag da fazia, an hini a vezo enn hor penn, enn hano an Iliz, her rebecho dez-han, hen distroio var an hent mad, pe her c’haso er meaz euz hon touez ma ne zent ket. »

Mont a reaz ive-ta da Roum da c’houlenn digant an Tad Santel eur C’hardinal evit beza enn hano an iliz patroum d’he Urz — E gallek e leveront Protecteur — Hennez ar C’hardinal-ze n’oa ket diez da gaout, rak an oll a gouie pegement a stad a rea euz a Urz St Fransez ar c’hardinal Ugolini, Eskop Ostii, en doa kerkouls digemeret Fransez hag he zaouzek diskib, er veach kenta m’oant bet e Roum.

Ugolini, evit diskouez d’ar Pap, d’ar Gardinaled all ha d’ar pennou braz euz a