Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/159

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 151 —


Doue a deuaz he unan da sklerijenna ar Zant var an traou-ze. Eun nozvez, dre he gousk, e velaz eur iar zu, treid eur goulmik dez-hi, hag e d’oa kement ha kement a laboused bian ma n’oa ket evit ho dastum azindan he diouaskell, kaer e d’oa ho astenn. Setu perak e z’ea lod anez-ho gand ar skoul, p’en em gavaz eul labcuz braz hag a astennaz he ziouaskell ledan hag hir var ar iar ha var he laboused bian : er c’hiz-se ho diouallaz dioc’h pep drouk. Pa zihunaz, Doue a lavaraz dez-han oa en ar iar zu, hag he Vreudeur al laboused bian. Ma n’oa ket ar iar evit rei golo d’he zorrad laboused, en, kenn nebeut, denik dister evel ma oa, ne c’helle ket anez-han he unan kas enn dro da gouarn kement all a Vreudeur. Eul labouz braz gand he ziouaskell hir ha ledan a ziouallaz ar iar hag he zorrad, en ive a dlie goulenn digant ar Pap eur C’hardinal, hag a viche atao a du gand an Iliz, evit hen difenn, en hag he Vreudeur, a enep ho enebourien, n’euz forz piou e vichent, hag ho diouall ive dioc’h pep drouk.

Rei a reaz anaoudegez d’he Vreudeur.