Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/158

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 150 —

bro an Itali epken ? E guirionez, her lavaret a ran d’eoc’h, Doue en euz savet Urz ar Breudeur-bian evit maz’aint drearbed oll, kerkouls e touez an dud divadez evel e touez an dud badezet. Mont a raint dre oll evit gounit eneou da Zoue.

Evelato e sentaz ouz ar c’hardinal Ugolini ; chomm a reaz enn Itali, ha kas a reaz da Baris eun den skiantek ha desket meurbed, ar breur Pasifik, hon euz komzet anez-han araok breman, ha gant-han daou vreur all, o lezer tud ar bed da zonjal anez-han n’oa nemed eur penn skan a dro da bep avel.

Euz a Floranz Fransez a zistroaz da Zantez-Mari-an-Elez, da glask ober e pep giz mad he Vreudeur. Ar c’hardinal Ugolini en doa lavaret dez-han en doa enebourien : ne zaleaz ket d’her gouzout. Beza oa kristenien, pe, pa lavarign mad, hanter gristenien hag a deue da spounta o klevet oa eun Urz diazezet var ar baourentez. « Eun Urz er c’hiz-se, emez-ho, n’oa ket evit padout, n’oa nemed evit ober drouk d’ar Religion ha d’an Iliz, rak koueza a ranke abarz nemeur enn he boull. »