Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/157

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 149 —

da gaout atao sonj euz a Baris hag euz a Franz. Setu perak ec’h en em lakeaz dioc’htu enn hent evit dont di. En eur dremen dregear Floranz e z’eaz da gaout ar c’hardinal Ugolini, a ioa bet ker mad evit-han, evit goulen kuzul digant-han. Ar C’hardinal hen dizaliaz da vont keit-se dioc’h he vro. « Ha ne ouzoc’h ket, emez-han, oc’h euz bet beac’h avoalac’h o lakaat aotren hoc’h Urz ? Mad, c’hoaz enn deiz a herrio oc’h euz e Roum enebourien kuzet pe dizolo. Red eo deoc’h ive-ta chomm dre aman evit beza e doare da respount da gement hini a gomzo enn hoc’h enep. »

— Ia, eme Fransez, guir a livirit enn eur c’hiz; mez me am euz kaset va Breudeur da labourat er broiou a bell : Naoun ha sec’hed o deuz dre eno marteze, hag e lavarint ounn-me chommet dre aman da veva em eaz. E leac’h mar d’an enn hent evel d’ho, n’o devezo netra da lavaret.

— Ia, mez perak, eme ar C’hardinal, oc’h euz kaset ive keit all ho Preudeur ?

— Aoutrou, eme ar Zant d’he dro, ha kaout a ra d’eoc’h n’en d’euz an A. Doue savet Urz ar Breudeur-bian nemed evit