Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/156

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 148 —


E kear Trabe-Bonata oa mansounerien ha kilvizien o sevel eur gouent d’ar Breudeur-bian. Tomm oa an amzer, ha skuiz oant ive. Goulenn a rejont bep a vanne guin digant ar Zant, evit terri ho zec’hed ha digas dez-ho nerz nevez. Siouaz! n’oa ket evit rei dez-ho pa z’eo. guir n’en doa ket. Enn eun taol, e velaz, var dro kant pas ac’hano, eur c’houer dour-red. Mont a reaz var ribl ar c’houer, rei a reaz dez-hi he vennoz en eur ober sin ar groaz, ha ker buan, e leac’h dour, guin eo a rede dre ar c’houer. Ar vansounerien, ar gilvisien hag ho darbarerien o d’eoue da eva kement ha ma karient dioc’h ho zec’het. Ha goudeze ar c’houer a deuaz d’he micher goz, ne rede ken nemed dour enn-hi.

Fransez a ioa e Roum pa deuaz ar maro d’ar Pap Innosant III a ioa bet ker mad evit-han hag evit he Vreudeur. Doue ne zilezaz ket he zervicher: daou zervez goudeze e oue hanvet da Bap Honorius III, en euz bet ive kals madelez evit ar Breudeur-bian, evel m’her guelimp divezatoc’h.

An traou-ze ne virent ket ouc’h ar Zant