rak ne oa nemed eun tammik korn bara var ar mean ?
Ha Fransez adarre :
— Breur Mase, pebez tenzor en d’euz Doue roet deomp herrio !
Betek teir gueach e lavaraz ar memez tra, ha bep tro ar breur Mase a respounte evel ar veach kenta.
Neuze Fransez :
— N’hon doa netra, ha Doue en euz roet d’eomp an tamm bara-man, eur vezenn dokok evit hon disheoli, eur feunteun da derri hor sec’hed, hag eur mean da ober taol… Ha ni n’hon oa netra !… Ha ne ket an traou-ze eun tenzor ?
Goude beza debret ho zamm korn-bara e z’ejont da gaout eur feunteun, hag ec’h efchont gand ho boz dour da derri ho zec’hed, hag, evit lavaret ho ajimuz, ec’h ejont enn eun iliz a ioa e kichenn da drugarekaat an A. Doue. Eno, daoulinet, he zaouarn savet varzu an env, Fransez a lavare : « O va Doue, bezit truez ouzign hag ouz ar baourentez, va mignounez ar vrasa ! Oh ! Ia ! He c’haret a ran a greiz va c’haloun, ep-d’hi n’ounn ket evit beva, »