Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/154

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 146 —

en d’oa d’en em gaout er gear-ze abalamour ma z’oa enn-hi kals tud brudet dre ho deskadurez, ha dreist oll abalamour ma z’oa enn-hi eun devosion ep he far evit Sakramant an Aoter. Araok mont enn hent e falvezaz dez-han mont da Roum da bedi var beziou St Per ha St Paol da c’houlenn digant-ho nerz ha sklerijenn da skuilla karantez Doue e kaloun tud ar gear vraz-se.

Mont a reaz ive-ta enn hent gand ar breur Mase, ha, dre ma z’ea, ne rea nemed, evel pa lavarfenn deoc’h, hada burzudou.

Eun dervez an daou veajour o d’eoue naoun-du. Mont a rejont da glask an aluzenn. Eun tamm bara a oue roet dez-ho, eun tammik bian epken. Dont a rejont d’hen dibri e kichenn eur feunteun, e dis-heol eur vezenn doutok. An tamm bara a oue rannet dre an hanter, ha lakeat var eur roc’h plad a ioa eno. Neuze Fransez, laouen evel an heol, a lavaraz d’ar breur Mase :

— Breur Mase, pebez tenzor en d’euz roet Doue d’eomp herrio !

— Pe seurt tenzor, eme Vase souezet,