astennet, evit beza digaset da Asiz, var ar pallennou kaerra a oue kavet.
Chomm a reaz epad ar zul penn-da-benn, hag epad an noz varlerc’h, var ar vaz-skaon. Pep hini a c’hell breman sellet hag evesaat ouz ar Zant. Araok oa kenn treut, ker melen-du m’oa eun truez he velet ; breman her c’havor ker brao m’eo eun dudi chomm da zellet out-han.
Breman e c’hell pep-hini sellet ouz an tachou a zo enn he dreid hag enn he zaouarn. Deuet oant da veza du evel houarn. Ker stag oant ouz ar c’hik ma viche lavaret oant deuet gant-han var an douar. Mont a dont a reant euz an eil tu d’egile euz he dreid hag euz he zaouarn. Pa bouezer var ar penn, e save ar beg enn ear, ha pa bouezer var ar beg e velet ar penn o sevel.
Breman e c’hell an oll gueled ar gouli a zo enn he gostez deou hag en deuz lakeat kement a boan hag a aket da guzet ouz an dud. Goude ar maro oa deuet da grina ha da veza round : tro-var-dro oa ruz, hag henvel ouz eur rozenn, evel a lavar St Bonavantur, deuet da veza unan euz he vugale.