Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —

man : den ive-ta ne c’helle respount dez-han. Setu ar pez a lakeaz anez-han da ober eur skrijadenn. Hag e c’houlenne out-han he unan ha n’edo ket oc’h huvreal, pa deuaz ar vouez, evit an eil gueach, da lavaret dez-han krenvoc’h evit ar veach kenta : Kea, Fransez, rapar va zi ; koueza a ra enn e boull, evel a velez. »

Neuze e kreskaz he enkrez. En eur grena edo o c’houlenn digant-han he unan a beleac’h e teue ar vouez-se, pa glevaz, evit an drede gueach, ar memez mouez o lavaret dez-han : « Kea, Fransez, rapar va zi : koueza a ra enn he boull, evel a velez. »

Breman eo anat da Fransez eo Doue he unan eo a gomz out-han. Chomm a ra var bennou e zaoulin mantret ; he spered a zo savet d’an env da gaout an A. Doue ; n’oa nemed he gorf var an douar.

Enn dervez-se e c’hellor lavaret e oue diazezet enn Env Urz ar Breudeur-Bian, rak dre ar c’homzou-ze Doue a gomze euz he Iliz, an Iliz katolik ; ha pa lavare rapari he di, he lavare prezek dre ar bed evit lakaat ar re fall