Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —

reaz enn Iliz. — Ann dra-man a ioa er bloas 1206. — Eno ec’h en em roaz a greiz he galoun d’ar bedenn, en eur zellet ouz eur grusifi. Enn eun taol, ne c’hoar ket petra ia dre he voazied ; tomma a ra he c’hoad ; eun dra bennag a zo o touelli he benn hag ouc’h hen alia da gomz ouz Hor Zalver stag ouc’h ar grusifi-ze. Senti a reaz ouz an dra bennag-se, ne gouie ket c’hoaz petra oa. Lavaret a reaz a vouez huel, betek teir gueach, en eur zerc’hell he zaoulagad stag ouz ar grusifi : « Doue, oll galloudek ha leun a c’hloar, J.-K. va Zalver, sklerijennit ac’hanoun, me ho ped. Roit dign eur feiz kren ha nerzuz, eun esperanz stard hag eur garantez ep he far. O va Zalver, lakit ac’hanounn d’hoc’h anaout ker mad ma rign atao ar pez o pezo c’hoant a rafen. »

Hag he zaoulagad leun a zaelou a jomme da zellet ouc’h ar grusifi. An ear en doa da c’houlenn eur respount. Enn eun taol ar grusifi a lavaraz ar c’homzou-man : « Kea, Fransez, rapar va zi : koueza a ra enn he boull, evel a velez. »

N’oa enn Iliz nemed an den iaouank--