Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/26

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet





EIL PENNAD


————


Krusifi St Damien. — Fransez a zilez e gonverz. — Heskinet eo. — Kaloun eun tad ha kaloun eur vamm. — Hon Tad hag a zo enn Env. — Kannad eur Roue braz. — Eur pred mad-tre. — Teir Iliz raparet. — Anavezet eo he hent gant ar Zant.

————



Fransez a ioa ive-ta distroet da Asiz, hag enn he bedennou ne ehane da c’houlenn digant Doue petra felle dezan a rache. Ar c’hoant-se enn he benn hag enn be galoun, edo, eun dervez, eat er meaz a gear Asiz, pa gouezaz he zaou- lagad var eun tammik iliz vian ha dister, a zo var dro pevar c’hant paz dioc’h mogerriou kear, ha n’en doa bete neuze jamez taolet evez ebed out-hi Hounnez an Iliz-se a ioa goestlet da St Damien. He mogerriou a ioa kenn dirapar m’edo o vont da goueza enn he foull. Mont a