rantez, mez siouaz ! n’en doa netra da rei dez-ho… Eo, dillad mad ha brao a ioa gant-han. Mont a reaz da gaout ar paour truilleka, rei a ra dez-han he zillad brao, ha kemeret a reaz truillou ar paour. Goudeze ec’h azezaz e touez ar beorien, ha, betek an noz, e chommaz enn ho c’hreiz da c’houlenn eveld-ho an aluzenn. — Goudeze e tistroaz da Asiz.
C’houi a gaf d’eoc’h marteze Fransez ne gave mean ebed enn he hent da steki ouc’h he dreid evit her lakaat da goueza ? Difaziit, tud keiz. An Drouk-Spered ne ehane noz-deiz da reded var he lerc’h ha da rei beac’h dez-han. Lavaret a rea dez-han her lakache da veza divalaoc’h eged an den divaloa a zo var an douar… Lakaat a rea dirak he zaoulagad an danvez braz en diviche eun dervez da zont… digaz a rea da zonj dez-han euz ar plujadurezou en doa bet gand he vignounet enn ebatou hag er festou e kear Asiz… Sonjou euz ar re vezusa a zigase da stlabeza he galoun… Mez kaer en deque an Drouk-Spered taga Fransez e pep giz hag e pep fesoun, Fransez a jommaz neat a galoun ha startoc’h enn he vennoz d’en em rei oll da Zoue.