Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/24

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 16 —

greiz he galoun. Eno savet he spered varzu an env, e pede noz-deiz c’houek ha kalounek, p’en em ziskouezas dez-han J.-K. stag ouz ar groaz. Ar guel a gementse a skoaz eun taol ker pounner var he spered ma rannaz he galoun gand an dristidigez. Hag abaoue an dervez-se betek he varo ne oue ket evit miret da skuilla daelou puill, bep tro ma sonje e pasion Hor Salver.

N’oa ket avoalac’h da Fransez rei d’ar paour kement en doa, c’hoant en doa ive d’en em rei he unan dez-han, ha da jomm betek he varo var dro ar re glan, ha dreist oll var dro ar re a veze goloet a lorgnez. Mez evel n’en doa c’hoant da ober netra anez-han he unan, e c’hoanteaz mont da Roum da bedi var beziou an ebestel St Per ha St Paol, ha da lavaret dez-ho goulenn digand Doue petra falveze dez-han a rache. O velet ne roe ket ar perc’hirined, pe ar pelerined profou braz, e taolaz var bez St Per kement guennek a ioa enn he c’hodell. Setu perag n’en doa ket eul liard da rei d’ar beorien a ioa o c’houlenn an aluzenn e tal dor ar porched. Sellet a rea out-ho gant ka-