Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/23

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 15 —


Eur veach oa bet darbot dez-han fal-galouni o velet eur paour keaz. Ha setu aman penaoz. Edo o vont var loan e kichenn kear Asiz. Enn eun taol, ep ma sonje, e velaz diraz-han eun den lor. Trei a reaz he benn, rak heug en doa out-han. Edo o vont da drei kein ha da dec’het pa deuaz da zonj dez-han e c’hoantea, nebeut derveziou a ioa, sevel enn huella santelez. Ha dilezer ar paour, tec’het diout-han oa bale var an hent-se ? Nann. Diskenn a reaz divar he loan, ha mont a reaz da vriata an den lor, da rei daou bok dez-han en eur lakaat he aluzenn enn he zourn. O velet oa bet treac’h dez-han he unan e savaz laouen var he loan. Distrei a reaz varzu ar paour lor evit lavaret kenavezo dez-han, meż n’oa den var an hent diraz-han, nak er parkeier a dro-var-dro… Neuze Fransez a velaz sklear oa deuet eun eal euz an env da velet ha karet a rea e guirionez ar beorien, mignouned an A. Doue.

Nebeut derveziou var lerc’h an dra-man, Fransez en em dennaz enn eul leac’h distro, el leac’h ma c’hellche, pell dioc’h trouz ar bed, komz ouz Doue a