Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/22

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 14 —


— Ia, eme Fransez en eur gemeret eun ear all ha n’oa ket henvel ouc’h hini he gamaraded, sonjal a ran enn eun dimezi, hag an hini a gemerign a zo a renk ken huel, ker kaer, n’euz ket enn he far var an douar.

O komz er c’hiz-se Fransez a gomze euz ar baourentez a blij kement da Zoue evit-hi da veza kenn dismeganset gand an dud, Doue a deu da sklerijenna ar zant, da ziskouez dez-han an hent ma tle bale dreiz-han.

Abaoue an dervez-se, Fransez a zileze muia ma c’helle he gonverz; ne zonje nemed enn he bedennou hag er beorien. Pa ne veze ket e dad er gear e lakea digas d’he di sammou bara da boent ar pred. He vamm souczet a c’houlennaz digant-han enn dro genta :

— Evit piou va map, kement all a vara ?

— Evit peorien an A. Doue, va mamm, em euz evit-ho eur garantez hep pe far.

Neuze e z’ea er meaz euz an ti, hag e roe torz da heman, torz da hen-hont. Ha pa ne veze ket avoualac’h e tistroe enn dro da gerc’hat he lod he unan d’ar re n’o doa bet netra.