meganz evit plujadurezou ar bed. Evelato, evit kimmiada dioc’h he vignouned koz, e roaz dez-ho eur pred ha ne vanke netra enn-han euz ar cher-vad a veze a ziagent ; hag en he unan en doa an ear da veza kel laouen ha ker gae evel ma veze er blaveziou tremenet. Mez al laouenedigez-se, an abadennou c’hoarzin a rea n’oant ket guirion n’edont nemet enn diaveaz, he galoun a ioa gant Doue. Goude ar pred e z’eaz evel araok da bourmenn dre gear gant he gamaraded, mez en dro-man eman varlerc’h, e leac’h beza araok evel m’her grea guechall. Enn eun taol e chommaz e kreiz an hent, sounn enn he za, evel eun den mantret. He spered a ioa savet d’an env da c’houlen digant Doue petra falveze dez-han, ober anez-han. He gamaraded spountet en em vodaz enn dro dez-han, hag o deoue aoun. Fransez ne zaleaz ket da zont enn-han he unan, hag he gamaraded adarre da c’hoarzin, da farsal ha da ober goap anez-han.
— Asa, Fransez, emez-ho, e peleac’h edo da spered ? Daoust hac o sonjal enn eun dimezi bennag ed’oz ?