Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/29

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 21 —

da zistrei var an hent mad, ha miret out-ho da vont da goll. Mez an traou-ze a ioa c’hoaz dreist spered Fransez ; en a gave dez-han ne c’hourc’hemenne netra dez-han nemed rapari Iliz St-Damien a ioa o vont da goueza.

Setu perag e teuaz dioc’h-tu ha var eeun da di he dad. Kemeret a reaz pesiou mezer ar c’haerra, sevel a reaz var loan; hag e z’eaz d’ho guerza da gear Poligno, el leac’h ma trafikaz zoken he loan Goudeze e tistroaz var eeun da zigas an arc’hant da Velek St-Damien evit en em lakaat raktal e tu da rapari an Iliz. Mez ar belek-man ne falvezaz ket dez-han kemeret kement all a arc’hant abalamour ma gouie peger stag oa ouz madou an douar Bernardon, tad St Fransez. Heman neuze, fae gant-han derc’hell an arc’hant-se enn he c’hodell, hen taolaz var unan euz a brenecher an Iliz. Evelato, belek St-Damien, o velet pegement a garantez en doa Fransez evit he Iliz, a gemeraz anez-han evit eur pennad enn he di, evit ma viche tostoc’h d’ar grusifi e doa komzet out-han.

Tud fall, drouk enn-ho ouc’h ar Zant