Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/18

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 10 —

eun tamm huelenn a zo e kichenn kear Asiz. Ac’hano euz eur guel an dudiusa, hag eno ec’h en em blije araok o velet peger kaer eo ar vro. Mez breman nak ar parkeier leun a eost, nak ar guez goloet a vleun, nak ar prajeier marellet gant ar bokedou a bep seurt liou, ne ra van evit ho guelet. Muioc’h-mui e vel pegenn dister eo traou ar bed-man, pegenn diskiant eo bet betek hen oc’h heulia plujadurezou he gamaraded. Sonjou fur a ioa neuze e penn Fransez. Kaout a ra deoc’h, ha ne ket-ha, eman o vont evit mad d’en em rei da Zoue ha da zilezer ar bed? Nann. Doue en doa c’hoant da ziskouez oa en he unan eo a lakache an den iaouank-man da zistrei out-han.

Deuet e iec’hed e kouezaz adarre enn he goch koz. Guelet a rejor anez-han, gant-han an dillad kaerra, o vont dre gear e penn ar iaouankizou, o c’haloupat an ebatou… Eat oa euz he benn ar mennoziou kaer en doa bet epad he glenved…

Evelato e kreiz ar skanvadurezou-ze, ne ancounac’hea ket breman, kenn nebeut hag a ziagent, he vignouned ar