Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —

ioa dinec’h ha laouen. Lavaret a rea d’he gamaraded : « Evidoun-me em euz truez ouzoc’h ouz ho koeled ker glac’haret ; me n’ounn tamm enkrezet. Breman e velit ac’hanounn er prizoun, ha divezatoc’h me a vezo henoret dre bevar c’horn ar bed. »

Ne ket evit en em zevel, nag evit en em veuli eo e lavare an dra-ze. Doue he unan eo a lakea ar c’homzou-ze var he vuzellou, evit diskouez petra viche divezatoc’h, mez ne gouie ket a be ferz e lavare ar pez a rea.

Deuet er meaz euz ar prizoun ha distroet d’he vro, Fransez a en em lakeaz adarre da ober konverz evel a ziagent. Mez, enn eun taol, e kouezaz goall glan. Devet gant an derchenn, uzet he gorf gant ar c’hlenved, pounnerreat he benn gant ar boan, e kavaz dez-han edo erru ar maro. Neuze e velaz sklear pegenn dister eo traou ar bed-man, peger skaon eo madou an douar ne zonj mui breman nemed e Doue… Mez n’oa ket c’hoas deuet he heur : guellaat a reaz dez-han. Kerkent ha ma c’hellaz sevel ha bale eun tammik, e z’eaz harpet var he vaz, var

1*