beorien. Eun dervez, e kichenn kear Asiz, e kavaz eur zoudard var loan, ha n’en doa var he gein nemed eur goz vantell doull. Gant Fransez oa unan vad : Truez en deoue out-han. Lammet a reaz divar he ziouskoaz he vantell vad hag he roaz d’ar zoudard paour en eur gemeret enn he leac’h ar vantell leun a doullou. Ker buan e troaz kein hag e z’eaz kuit ep gedal bennoz-Doue ar zoudard. Enn noz varlerc’hen devoue eun huvre. Kaout a rea dez-han edo enn eur palez kaer leun a armou, ha var bep arm oa eur groaz. O veza goulennet dre he gousk da biou oa an armou-ze, eur vouez a respountaz dez-han : An armou-ze a zo evidout-te hag evit da zoudarded.
Pa zivunaz e savaz ar goad d’he benn, hac e c’houezaz ar rogentez, pe, ma kavit guell, an ourgouill enn he galoun. Kaout a reaz dez-han oa galvet da veza eur c’habiten dispar, da vania armeou euz ar re vrasa, ha da drec’hi kement enebour a deuche da esa harpa out han. Komz a reaz d’he dud euz ar pez a ioa enn he benn, ha mont a reaz enn hent.
D’ar mareou-ze, ar C’hount Gauthier