Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/14

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 6 —

d’her lakaat da c’hounit arc’hant. Evelato e leze gant-han kement ha ma karie da zispign. Hag, evel ma z’oa Fransez eur paotr seder ha laouen, ma ne z’ea jamez drouk enn-han a enep den, ma c’houie tremen dioc’h an oll, e teuaz e berr amzer da veza karet ha meulet gant an oll, ha ma oue lakeat e penn iaouankiz kear Asiz. Evelse, e veze atao ar c’henta e penn an oll ebatou, an dansou, ar festou hag an oll c’hoariou. An dillad braoa ha pinvidika, riblennou aour bag arc’hant enn dro dez-ho, a veze enn he gerc’henn. Ne ket arc’hant a vanke dez-han, hag he vrasa plujadur oa rei d’ar gamaraded n’o doa ket. Map eur Roue n’en diviche ket great guelloc’h, n’en diviche ket skuillet puilloc’h he arc’hant. Evit guir, he dad a c’hrosmole eur veac’h an amzer, gourdrouz a rea zoken avechou. Poan gollet. Ar vamm, o velet he map o chomm pur ha neat e kreiz an ebatou-ze, rak jamez netra mezus n’en euz sklabezet kaloun Fransez, ar vamm, o velet he map e penn an dud iaouank ar re binvidika, ar re vrudetta euz a gear, a ioa fouge enn-hi, hag a roe dourn dez-han. Kredi a rea edo