an dud santella euz ar bed. An diaoul a zo dija oc’h esa kaout krok enn-han, diouallit na deufe da goueza enn he grabanou. »
Tremen a reaz ar bloaveziou kenta euz he oad e kichenn he vamm, evel Hor Zalver e kichenn ar Verc’hez. Pika a zeske dez-han he bedennou, hag a lakea dounna ma c’helle enn he galoun karantez Doue. Beleien euz a gear Asiz a zeskaz dez-han al latin.
Evel m’en doa he dad kals konvers gand bro Franz, e teue aliez Fransizien d’he gear, lod evit ober eun taol konvers ganthan, lod en eur vont da eur vro all larkoc’h, lod all o tont enn dro d’ar gear. Iann Bernardon, map Per ha Pika, en doa kement a joa ouz ar Fransizien ma teskaz buan ho langach. Zoken e falvezaz dez-han kemeret ho hano hag e leac’h an hano a Iann, a ioa roet dez-han deiz he Vadiziant, e c’hoanteaz beza a vizikenn hanvet Fransez. Ha dindan an hano-man nemed ken eo herrio anavezet dre ar bed-oll.
A benn m’oa bet eur pennad er skol, tad Fransez hen dalc’haz er gear. Mall en doa da zeski dez-han ar c’honverz, ha