Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 4 —

paeroun a jomme sebezet ; hen derc’hel a reaz var he zivreac’h epad m’edor of skuilla var he benn dour ar Vadiziant. Ne lavare ger ebed, mez he zaoulagad ne derc’hent tamm divar ar c’hraouadur : birvi a reant a garantez en eur zellet out-han.

Goude ar Vadiziant an den iaouank a roaz ar c’hraouadur d’he vagerez. Araok mont kuit e taoulinaz dirag an Aoter, el leac’h m’edo korf ha goad Hor Zalver J.-K., ha var ar mean ma taoulinaz eo chommet roudou pennou he zaoulin.

Nebeut amzer goudeze, eur perc’hirin all, pe ar memez hini, a deuaz da c’houlenn an aluzenn da di marc’hadour Asiz. Kregi a reaz er c’hraouadur, sellet a reaz out-han gant an deneredigez ar vrasa, her starda a reaz var he galoun, ha, gant he viz, e reaz eur groaz var he vreac’h deou, en eur gomz dez-han euz ar garantez a dleomp d’an A. Doue, evel p’en diviche skiant ar c’hraouadurik. En eur rei anez-han d’he vagerez e lavaraz : « Dalc’hit sonj mad, ar c’hraouadur-man, deuet enn oad, a vezo eun den braz dirak Doue ; ha kountet e vezo e touez