Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/11

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 3 —

bianik. Azioc’h an or eo skrivet e latin ar c’homzou-man :

« Ar Chapel-man a zo bet kraou an ejenn hag an azen, el leac’h m’eo ganet St Fransez, skouer ar bed. »

Tad ar c’hraouadur a ioa e hano Per Bernardon Moricon, marc’hadour pinvidik deuet euz a gear Luk da Asiz. Konversi a rea gant ar c’herriou a dro-var-dro, ha dreist oll gant Rouantelez Franz. Evel kals a varc’hadourien, stag oa be galoun ouz an arc’hant, ha n’en doa kenn ioul nemet da greski he zanvez. He vamm a ioa he hano Pika, mamm a grek a zoujanz Doue, a gouie kas enn dro he labourou hag he ziegez, ep ankounac’haat ar pez a dle d’he c’hrouer.

Dembrest goude he c’hinivelez e oue kaset d’an Iliz evit beza badezet. He dad Per Bernardon a ioa d’ar mareou-ze e Franz, hag he vamm a falvezaz dez-hi rei dez-han an hano a Iann.

Neuze e c’hoarvezaz adarre cun dra burzuduz all. P’edor o vont enn Iliz ec’h en em gavaz eno eun den iaouank n’oa anavezet gant den. Kregi a reaz er c’hraouadur ; hen tenna a reaz digant ar