Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/10

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 2 —

douar. He vamm a ioa klan hag e doa eun enkrez euz ar re vrasa: krena a rea, rak aoun e doa n’en em gafche eur goall dra bennag gant-hi, pe gant he bugel. Enn eun taol e klefcheur skei var dor an ti. Ar gragez, a ioa enn dro d’ar Vamm, a ieaz da velet piou a skoe, hag e velchont diraz-ho eur perc’hirin (pelerin) o c’houlenn an aluzenn. An den n’oa ket guisket kaer, mez pa zellet piz outhan e kavet dez-han eun ear hag a lakea he zouja. Goude beza bet he aluzenn e lavaraz d’ar gragez : « Dougit ar c’hrek-se d’ar c’hraou, ha raktal e teuio he c’hraouadur er bed. » Ar gragez, o klevet o komz er c’hiz-se, ar paour ne gouie ket oa eur c’hrek klan enn ti, a jommaz sebezet. Kredi a rejont oa komzou ar paour eun ali euz an Env. Kaset e oue ar c’hrek d’ar c’hraou a ioa stag ouc’h an ti, ha ker buan e teuaz er bed an den a dlie beza eur zant ker braz, enn eur c’hraou, var ar c’holo, etouez al loened, evel Hor Zalver J.-K.

Ar c’hraou-ze a velor c’hoaz herrio e kear Asiz. Great e z’euz eur Chapel anezhan, hag a zo hanvet ger evit ger St Fransez