Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





KENTA PENNAD


————


Ginivelez Iann Bernardon. — Tri dra burzuduz. — Les-hano Fransez. — He oad kenta. — He iaouankiz. — He garantez evid ar paour. — Prizoun Perouz. — Eur c’hlenved talvouduz. — Doue a sko var dor he galoun. — An den lor. — Jesuz stag ouz ar Groaz. — Var bez St Per ha St Paol. — An Drouk-Spered.


————



Asiz a zo eur gear vian euz a vro Aan Itali, enn eun draonienn dudiuz meurbed da velet, e kreiz menesiou hanvet Appennin, hanter hent etre Roum ha Lorett, eun tammik o tenna var ar c’hus-heol. Enn eur penn euz an draonienn-ze eman kear Perouz, hag er penn all eman Asiz, el leac’h m'eo ganet St Fransez, er bloaz 1182.

Evid diskouez peger braz Sant e tlie beza ar c’hraouadur, e c’hoarvezaz eun dra burzuduz araok ma teuaz var an

1