var hent an henoriou, ar c’hargou ar re huella pa z’eo guir edo er penn kenta euz a iaouankiz kear Asiz.
Ha penaoz ne ket en em gollet Fransez e kreiz kement all a ebatou, a frikoiou hag a skanvadurez ? M’her lavaro deoc’h, eme St Bonavantur. Abalamour m’oa mad, trugarezuz ha karantezuz e kenver ar paour, ma roe d’he gamaraded kement tra a c’houlennent digant-han, jamez ive ne leze ar paour da vont kuit ep rei dezhan an aluzenn, dreist oll pa c’houlenne enn hano J.-K. Eun dervez evelato, epad m’edo oc’h ober he gountchou divar benn he gonverz, evel m’oa touellet he spered gant ar gount a rea, e kasaz, gant ruster divar he dro, eur paour hag a c’houlenne an aluzenn. Mez kerkent ha m’oa eat ar paour dreist an treujou er meaz, e skoaz eun taol enn he galoun. Keuz braz a deuaz dez-han euz ar pez en doa great : redet a reaz varlerc’h ar paour, ha rei a reaz dez-han eun dournad arc’hant, kement hag a ioa enn he c’hodell. Setu aze-ta, enie St Bonavantur ar pez a viraz ouz Fransez da goueza, er pec’hejou mezus ?