Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/99

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
55
levr i. chab. xiii.


O tont da veza ar bianna, e teuot da veza ar brassa, abalamour, o credi ferm penaus ac’hanoc’h oc’h-unan nen doc’h netra ha ne allit netra, ho pezo recours da Zoue, pehini ho c’huellayo, hac an hini a ves huelleat gant Doue, hennes eo ar brassa.

Neuze e c’hallot caout fizianç e Doue ha conta sulvui var e c’hallout hac e sicour, ma en em blich mai o creaat ar re sempl hac ar re dister dirac ho daoulagad ho-unan.

An Autrou-Doue, eme ar Verc’hes er magnificat, en deus disquezet ar c’hallout eus e vrec’h. Discaret en deus ar re a voue leun a ourgouil. E interieur ho c’halon, en em savet e zoant evel tud puissant var an trôn furmet en ho ene gant an ourgouil : Doue en deus ho izeleat ha savet an dud humbl.

An humilite oc’h-pen ho telivro dioc’h an œuvrou indign da here e condu an ambition bac an ourgouill. Ac èn so un ene disprigeaploc’h eguet un den trec’het dre ar bassion eus an ourgouill, dre an desir divoder eus an henoriou, ar c’hargou ?

Piou a gonsider hac a istim, piou qentoc’h ne zisprich qet an dud a glasq atao an henor, au ezanç eus ar c’hloar væn ?

An humilite ho rento trec’h da bep respet humen ha da ideou væn an dud, hac e lavarrot gant Sant Paul : Evidom-me[1] ne ran

(a) Cor. 34.

  1. Cor. 34.