Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54
imitation ar verc’hes vari.


He ene a oue sæziet eus a un droublien santel, hac e seblantas caout aon na vige tromplet e diouscouarn o clevet ar pez a bassee en he phresanç, pe autramant na vige un art bennac eus ar speret tentatour.

An Eal a lavare dezi e zoa benniguet dreist an oll groagues. Oc’h en em gredi an disterra hac an diveza eus an oll grouadurien, ne gomprene qet penaus un hevelep meuleudi a elle beza roët dezi.

An Arc’hæl a annonce memes dezi penaus he devoa cavet qement a c’hraç dirac an Autrou-Doue, ma zoa aoualc’h reï he c’honsantamant evit dont da veza mam da Zoue, hac er guël eus an huelder infinit da behini e fell da Zoue he zevel, Mari en em humili hac en em gred re eürus da zouguen ar galite eus he servicheres.

O c’hui pere ne songit nemet er c’hloar hac en henor ! Mari a zesq deoc’h e pelec’h o c’hafot.

Ar guir c’hloar, ar c’hloar ferm ha solid a gonsist oc’h en em renta bian ha dister ; evelse eo er barn Doue e-unan, e aviel Sant Lucas : An hini,[1] eme hor Salver d’e zisqibien, a so ar bianna hac an disterra en e santimant e-unan en ho toues, hennes eo ar brassa hac an henorapla dirac Doue.

Ar c’hrandeur-se a zo non pas eb qen solid, mæs assur ; car den n’e lamo diganeoc’h ha ne sonjo he lamel.

(a) Luc. 9. 48.

  1. Luc. 9. 48.