Doue a so tout, ha me ne don netra. Doue en deus tout, ha me n’em beus netra nemet va miser. Doue a ell tout, ha men ne ellan netra eb e zicour.
Neuze petra benac ne veac’h netra, n’ho pez netra ha ne alfac’h netra ac’hanoc’h oc’h-unan, e vezot atao un dra benac dirac Doue. En em blijout a raï oc’h accordi deoc’h e faveuriou hac oc’h ho renta trec’h d’oc’h adversourien.
Oh ! peguer caër ha peguen avantajus eo ar c’hentelliou a deuit da reï din var an humilite ! Mæs allas ! petra servicho din-me beza desqet an humilite, ma n’e phratican em buez.
O squêr a humilite ! ô mæstres qer mad ! grit din qemer e calon Doue e-c’hunan ar guir humilite evel oc’h eus great guech-all, pa oac’h var an douar.
CHABIST XIII.
Ar guir c’hloar en em gav particulieramant en humilite gristen.
Ar c’homsou a implijas an Eal, о parlant oc’h Mari, n’en em accordent qet, e speret ar Verc’hes, gant ar santimanchou e devoa anezi e-unan.