Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
52
imitation ar verc’hes vari.


An ourgouill a zo caus ma zeo cals a gristenien paour meurbet a vadou ar c’hraç.

Mar clasqfent en em anaout mad, an anaoudegues eus ho miser hac eus ho neant a roge dezo an humilite, hac an humilite a vige eur remed a enep ho phaourentes spirituel, dre ar graçou pere a denfe varnezo.

Va mab, n’ho pezit netra ac’hanoc’h oc’h-unan, ha Doue ho cargo eus e zonæsonou. En em rentit pinvidic oc’h amsao gant guiriones hac e guiriones penaus ac’hanoc’h oc’h-unan nen doc’h nemet miser, pec’het, ignoranç.

Mar bezit humbl, Doue en em servicho ac’hanoc’h evit e c’hloar. Fiziout a ra sourci e c’hloar er re pere ne fell qet dezo e zenna digantan, nac e phartagi dre ho ners ho-unan.

Pa recevit digant Doue eur c’hraç benac, songit gant humilite ha gant anaoudegues vad, penaus e zeo ret e ve Doue eur mæstr mad, pa zeo guir e c’haccord faveuriou d’an indigna eus e servicherien.

Na gredit qet ho pe pers ebet dreizoc’h oc’h-unan nac er vad a rit, nac er vad a bossedit.

Memes pa zoc’h fidella d’ar c’hraç, bezit memor penaus nen doc’h fidel d’ar c’hraç nemet dre ar sicour memes eus ar c’hrac, ha penaus Doue, oc’h ho recompansi, a recompans ar pez a zo dezan.

Douguit atao ennoc’h an tri santimant-ma :