Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
51
levr i. chab. xii.


An Doue oll-galloudec, evit ober ennoc’h miraclou bras, en deus sellet, non pas ous hoc’h avantachou naturel, ous ho coat royal, mæs ous ar santimanchou bumbl pere ho poa ac’hanoc’h oc’h-unan.

Naturel e zoa evit un Doue pehini en em humilie, evel pa lavarfen dreist musul, oc’h en em ober den, caout complæsançou infinit evit an humilite.

Convenabl e zoa e choasche evit e vam ar verc’h a Sion pehini, dre he humilite ar vrassa, a verite muioc’h an huella eus an oll digniteou.

O Mari ! plijet oc’h eus da Zoue dre ho virginite, mæs dre ho c’humilite oc’h eus èn concevet.

Mari.

Va mab, e santimant Doue, c’hoas mui eguet e santimant an dud, an hini en deus ar muia merit eo an hini a gred n’en deus qet, memes pa en deveus cals.

Petra a denn varnezan sellou[1] complæsant an Autrou-Doue en èn ha var an douar ? An humilite a galon.

Var biou[2] e taulin va daoulagad, emezan dre c’hinou ar prophet Isaï, nemet var ar paour, var an hini en deus eur speret humiliet hac humbl.

Doue a bella dioc’h ar re en em huella, hac a dosta ous ar re en em izella.

(a) Ps. 112. 5. (b) Is. 66. 2.

  1. Ps. 112. 5.
  2. Is. 66. 2.