Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50
imitation ar verc’hes vari.


Doue a rо e c’hraçou d’an dud humbl, eme an Abostol Sant Jacqes. En eur galon leun anezi e-unan, Doue ne gav qet a blac evit e faveuriou.

Ar Servicher.

Rouanes ar Sænt, roet oc’h eus deomp var guemen-se exemplou pere a zo evidomp sourcennou bras a instruction.

Ne faut nemet consideri ar fêçon e pehini en em gomportchoc’h er vizit a reas deoc’h an Arc’hael abers Doue, evit guëlet ar santimanchou humbl pere ho poa ac’hanoc’h oc’h-unan.

An Æal a annonças deoc’h e zoac’h var ar poent da veza mam Doue, ha ne gomprenac’h qet penaus Doue en devoa priget ho choas evit un dignite qen huel.

Ar zantimant eus un henor qement en tu-all d’an urs naturel, a rente en eur feçon benac douetus evid’oc’h bizit an Arc’hæl.

Нac er moment ma teuas mab Doue d’en em ober den ennoc’h, ne sonjac’h nemet d’en em izellaat ha d’en em guzet en ho neant.

Eus a guement-all a ditrou stag oc’h an dignite a vam Doue a behini e zoac’h henoret, ne zalc’hoc’h nemet ar galite a servicheres Doue.

Eil Eva, e zoc’h bet differant bras dioc’h ar guenta. Houma a gollas dre ourguill he phrivilachou ; ho c’humilite, ô Guerc’hes ! a zo bet ar sourcen eus ho c’henoriou.