forç pe em barnot pe ne reot qet. An hini am barno eo an Autrou Doue.
An humilite a rai deoc’h consideri gant fea henoriou ar bed-ma, abalamour peguen brillant benac ma c’halfent beza, e velot n’en dint nemet tromplerez.
An humilite a rai deoc’h non pas en em egali d’ar re-all, mæs o henori, hac o guelet gant plijadur dreistoc’h e peb feçon.
An humilite a zeblant d’an dud un dra disprijabl hac izel, abalamour ma varnont peb tra dioc’h an dianveas, ha n’o deus istim nemet evit madou an douar. Gouscoude an humilite a rent an den ar brassa hac an nopla possubl, pa zeo guir e rent e galon demeuranç un Doue, mignon un Doue, dign da jouissa eus ar brassa mad, a c’hraç Doue.
Entre an oll vertuziou, an humilite eo an hini a zesques ar muya fermete er speret hac en ene.
Mæs dreist peb tra an humilite a royo ar mercou ar re gaëra a hevelidigues gant Jesus, den ha Doue, sourcen eus ar grandeur hac ar c’hloar veritabl.
Jamæs an den nen deo brassoc’h ha gloriussoc’h, eguet pa en em appliq da imita ar melezour divin-se.
Ne dostaomp jamæs mui ous Jesus eguet pa vezomp humbl ha pa garomp beza humiliet ha disprijet.