Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/101

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
57
levr i. chab. xiii.


Jesus a yoa humbl, a garie an humiliation, abalamour ma ouie peguement, dre eno, e c’hlorifie e Dad eternel.

En effet, en amser e pehini Jesus en em humilie ar muya, pa en em laqea e renq ar bec’herien, evel ma reas pa antreas en dour a rivier Jourden evit receo badiziant Sant Yan Vadezour, neuse eo e voue clêvet eur voues eus an èn, o lavaret : Hema eo va mab muia-caret, e pehini em beus laqeat va brassa complæsanç.

Pa en em izellea Jesus betec guenel en eur c’hraou, eo e tigassas Doue Æles eus an èn da gana ha da bublia eo neuze e rente Jesus incarnet mui a c’hloar da Zoue, en huella eus an evou.

Mar doc’h humbl evel Jesus, Doue a vezo glorifiet dreizoc’h. Hoguen, men er goulen ouzoc’h, hac en a so netra henoraploc’h eguet procuri gloar Doue ?

Netra eta ne rent an den consideraploc’h dirac Doue ha dirac an dud eguet ar guir humilite, herves ar proverb : An humilite a bign betec en èn ; ar superhite a chom adrèn.

Rouanes an èn, ar parfæta imach eus a Jesus humbl a galon, enno-c’hui eo accomplisset er feçon ar bursudussa, ar viriones-ma eus an aviel. An nep en devezo en em humiliet, a vezo huelleat.

Seul humploc’h e zoc’h bet, ô Guerc’hes ! seulvui e zoc’h bet henoret.