Va desir ar brassa eo oc’h imita er poënt-ma pehini eo ar principalla hac ar c’henta moyen evit beza guir gristen, veritablamant santel, evit beza bras e guiriones.
Ho c’humilite a zo ar guir melezour e pehini e velin sclear ar galiteou, ar c’honditionou necesser eus ar guir humilite.
O Mari ! obtenit din eta commanç a hirio pignat er bazen guenta eus an humilite. Laqit em ene an ad divin, ar fondamant eus ar guir c’hloar hac ar guir c’hrandeur, eur guir humilite, evit ma rapportin tout da Zoue, ma c’hortozin tout digant Doue, ma varvin din va va-unan, ma vezo ennon bues Jesus, ma vezin guisqet hac ornet eus e oll vertuziou, mæs ispicial eus e humilite.
O Jesus ! douç hac humbl a galon, chelaouit an hini oc’h eus bet ar vadeles da reï din evit mam hac evit squêr, ha dre he pheden distrujit em ene ar fond-se a ourgouill, ha neuze etablissit evit jamæs enni an humilite evel eur rouanes var he zrôn.
Courach, va ene, neuze e vezi rouanes veritabl e servich Doue,