Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
59
levr i. chab. xiv.





CHABIST XIV.

Un ene humbl a so sourcius da guzet oc’h an dud ar pes ma zeo dirac Doue.


Un Arc’hæl digasset gant Doue da gaout ar Verc’hes, en devoa roet dezi ar brassa meuleudiou, hac en devoa annoncet dezi e vige mam Doue. Mæs den n’en devoa clevet gant Mari ar pes en devoa lavaret dezi an Arc’hæl abers Doue.

Ne oue qet guelet oc’h en em zisques e feçon ebet evel mam Doue dirac an dud. Dirazo en em gomporte evel pa vige eur c’hrèg eus ar gommun.

Peguen tener benac e zoa e c’harantes evit Joseph he phried, ha peguen alies benac e parlantent assambles, jamæs guer ne lavaras dezan var myster an incarnation.

Pa zeuas goude-se da vizita Elisabeth, he c’hiniterv, he с’havas instruet eus ar myster, mæs ne brofîtas qet eus an occasion-se evit e instrui davantach, ha ne reas nemet publia he anaoudegues parfet evit an oll faveuriou en devoa accordet dezi he Salver.

Mari a lèze gant Doue ar sourci da rei da anaout publicamant, pa er c’havche abropos, ar secret pehini a yoa evithi qen henorabl.