Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60
imitation ar verc’hes vari.


Oll application he speret a yoa d’en em gonservi pepret en humilite.

Evel-se, ene fidel, e renqit cuzet oc’h an dud ar pes ma zoc’h dirac Doue, dre ar graçou hac ar mad-oberou a recevit digantan.

Peur e ves eur somm arc’hant er muia assuranç nemet pa ves guella cuzet ? Er c’his-se ive, seul vui a sourci a ves da guzet eur mad spirituel, ar graçou interieur hac exterieur, seul guelloc’h e vezont en assuranç.

Da Zoue eo da zisques ar pes ma zomp.

Al liou ar c’haëra a deu d’en em goll e ear an amser.

Eur faveur vras hac un henor a voue jouissa a bresanç Jesus hac e chelaou epad ma voue var an douar.

Pa deuas da dy Mari ha Martha, houma a lavaras d’he c’hoar : E ma[1] erruet ar mæstr, ho coulen a ra ; mæs a vouez izel er lavare.

Perac ? An dud bepret dall, evel beuzet oll er goad hac er c’hic, ne estimont qet, pe memes ne gomprenont qet ar pes a zo en tu-all d’ar santimanchou, d’ar guelet, d’ar c’hlevet ; ne gomprenont qet an dalvoudegues infinit eus ar faveuriou spirituel, eus ar graçou. Parlant dezo a guement-se a zo exposi an traou santel d’ar chass, ar pez a zo a breciussa d’ar goaperes, pa er grear eb necessite.

Speret Doue en em ro, a recever e secret,

(a) Joan. 11.

  1. Joan. 11.