Ar C’hallaouet o devoa, pell a yoa, an avantach da gaout Imitation ar Verc’hes Vari : ar Vretonet a ello hivisiqen en em brocuri ar memes bonheur, hac a ello medita, o lenn al levr-ma, bues ha vertuziou ar Verc’hes, mam Doue, pehini a c’halvont gant henor, hac a so, en effet, ho mam hac ho mam ar vella.
Pa recevomp qelou eus hor mam, hon tad, hor c’herent, dioc’h pere omp dispartiet, pebes joa n’or bes qet en hor c’halon ! O ene christen ! c’hoant oc’h eus da glêvet qelou eus a vam Doue ; c’hoant oc’h eus da gaout ar vertuziou e deus bet ? Lennit al levr-ma, e pehini, evel en eur melezour, e vellot humilite, purete, feis, esperanç, carantes ar Verc’hes Vari, etc.
Evit er len gant profit, lennit-en var ho poues, en ho part oc’h-unan, avichou ive