Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



APPROBATION


AUTROU AN ESCOP.


————


Yan-Mari-Dominiq DE POULPIQUET DE BRESCANVEL, dre visericord an Autrou-Doue ha graç ar Sich santel apostoliq, Escop a Guemper.

An Autrou Keramanach, Person Montroulez, pehini hor beus carguet da examina un draduction brezonec eus al levr hanvet Imitation ar Verc’hes, o veza rentet deomp testeni penos al levr-se, troet e brezonec, a so conform d'ar feiz catoliq hac util meurbet da gresqi devotion ar bobl fidel, e c’hotorizomp an Autrou Guilmer, librer eus Montroulez, d’e imprima.

Roet e Quemper, didan hor sinatur, an 19 a vis eaust mil eiz cant ha tregont.


 

† J.-M.-D. Escop a Guemper.

Dre an Au trou Escop,

Alexandre, Belec-Secretour.



PROPRIÉTÉ DE L’ÉDITEUR.