Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
iv
avertissamant.

dirac re-all, evit ma cresco ar ferveur e servich mam Doue.

Pa lennot eul levr mad evel hema, imitit an dud pere, pa gavont eur boued d’ho gout, a zebr anezan ho c’hontant. Rassasiit ive hoc’h ene, dre voyen reflexionou ha resolutionou particulier var ar pez o peso lennet. Ne qet ar glao-arne a ro muia saour d’an douar ; re vuan e passe. Mæs ar glao douç ha padus a antre en douar hac a ro saour d’ar c’hounidegues.

Na vezit qet eta presset, pa viot o lenn ; bezit goustad hac ar glis a gomzou al levr-ma a gargo oc’h ene hac e mago.

Guerc’hes Vari, concevet exant a bec’het, pedit evidomp-ni, pere hor beus recours deoc’h.

————