En hano an Tad hac ar Mab hac ar Speret-Santel. Evel-se bezet great. .
Autrou-Doue, grit din ar c’hraç da antreal en dispositionou e pere e tlean beza evit offr deoc’h dignamant, gant ar Bêlec, ar sacrifiç adorabl eus an ofern pehini a gommanç.
He offr a ran deoc’h, va Doue, en union hac en intantionou Jesus-Christ hac an Ilis, evit renta d’ho majeste an adoration a verit ; evit ho trugarecat eus oc’h oll madoberou, evit satisfia d’ho justiç offanset, ganeme e particulier, hac obten, dre voyen Jesus, an oll graçou a bere hon deus esom, me, va c’herent, va mignonet, etc.
Va Doue, evit anaout va phec’hejou, n’oc’h eus qet esom absolumant ho ansafen ; lenn a rit anezo em c’halon. Mæs evit va dispos da veza pardonet dre ar binigen, e c’hordrenit din cofes va offansou. Eh bian ! va Doue, me a sao va moues a enep din va-unan ; me a