Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
41
levr i. chab. ix.


Ar viç-se a bella ar speret dioc’h Doue pehini ne oufe ober e zemeuranç en eur galon assambles gant an diaoul eus an impurete.

Ar viç-se a ra coueza en dallentez. David aoultrier a rancas caout ar prophet Nathan evit anaout e grim hac e vouela. Ar viç-se a galed ar galon oc’h Doue.

Salomon, burzud a furnez epad qen alies a vloavez, a deuas da adori traou crouet e plaç Doue, abalamour ma oa deuet da veza impudic.

Ноr[1] c’horfou a so templ ar Speret-Santel. An impurete en eur c’hristen a so eta un[2] dra abominabl en un dra zantel.

Dreizoc’h, ô guerc’hes ar gnerc’hezet ! en em adressan gant fizianç d’an hini da behini e tleit hoc’h-unan ho purete barfet ; da Jesus ho mab qer hac ho salver, ho supplian, ô mam a c’hraç ! d’am recommandi. Pedit anezan da rei d’am c’halon cals mui a istim hac a garantez evit ar vertuz angeliq, evit ar flourdilyzen dre excellanç, evit ar burete ; cals mui a affection, a lavaran, evit ar vertuz santel, eguet n’ho deus ar re libertinna evit al luxur.

Allas ! eb ho sicour, ô Guerc’hes ! piou a allo obten digant Jesus ar virginite, ar bu rete ?

Soutenet dre e c’hraç, me vezo var an

(a) Cor. 6. 19. (b) Mat. 24. 15.

  1. Cor. 6. 19.
  2. Mat. 24. 15.