douar evel eur flourdilys,en e qreis ar spern eus ar bed, hac a lacayo va oll blijadur da gonservi didach em c’halon ar fleuren delicat-se anez pehini ne oufet plijout d’an Doue n’en deus ho choaset evit mam nemet abalamour d’ho purete.
Divorfilit, ô Jesus ! va ene dre ar spont eus ar flammou eternel. Mouguit enni ar c’hout eus a blijaduresou ar c’horf.
Delivrit-hi eus a dentationou ar c’hic, pe grit dezi sortial purroc’h anezo, evel ma tisparti purroc’h an aour dioc’h ar ploum, pa ve teuzet en tan.
O Mari ! disquezit oc’h mam da Jesus hac obtenit din ar burete a gorf hac a speret. Amen.
CHABIST X.
Precautionou da guemeret evit conservi ar burete.
Mari, dre c’hraç he c’honception, a oue evel un hent clozet oc’h pep viç. Gouscoude en em droublas er guel eus an Æl, pehini a apparissas dezi dindan ar furm a un den.
An Æl-se he zalud. Dioc’h-tu ec’h[1] examin enni he-unan petra eo ar zalud-se.
En em gaout a ra gantan he-unan.
(a) Luc. 1. 39.
- ↑ Luc. 1. 29.